Degemer al lec'hienn > Société > Ouzhpenn 1200 arvester, 70 arzour ha 70 den a-youl vat evit Devezhioù ar (...)

Ouzhpenn 1200 arvester, 70 arzour ha 70 den a-youl vat evit Devezhioù ar C’hengred : un taol-kaer a-stroll ! Plus de 1200 spectateurs, 70 artistes et 70 bénévoles pour les Journées de la solidarité : une réussite collective !

Yaou 11 a viz Meurzh 2010, gant rennes info

Skoazell Vreizh

Ouzhpenn 1200 arvester, 70 arzour ha 70 den a-youl vat evit Devezhioù ar C’hengred : un taol-kaer a-stroll !

Aozet e oa bet Devezhioù ar C’hengred d’ar 5 ha 6 a viz Meurzh tremenet, e Roazhon, evit harpañ Skoazell Vreizh. Un digarez da vodañ arvesterien niverus, deuet eus pemp departamant Breizh hag eus pelloc’h zoken, evit lod.
Fellout a ra da Guzul-merañ Skoazell Vreizh a-bezh trugarekaat an holl re bet o kemer perzh, e mod pe vod, e aozadur an div abadenn.
Trugarez d’an holl re a-youl vat hag an holl arzourien dreist-holl. Int-i o deus roet buhez d’an degouezh. C’hoant hon eus ivez saludiñ perzhidi emsav sevenadurel, kevredigezhel ha politikel Breizh, a oa deuet niverus. Trugarez dezho evit bezañ embannet o fiziañs ennomp.
An dalc’h a oa reiñ Skoazell Vreizh da anavezout d’ar brasañ niver, ha d’ar rummadoù yaouank dreist-holl, bet ganet pell goude krouidigezh ar gevredigezh. Tizhet eo bet ar pal.
Brav e oa ivez gwelet e oa bet graet anv eus an degouezh er mediaoù. Ur gelaouadenn dele war France 3 zo bet (sellet ouzh lec’hienn Internet France 3 Breizh, keleier 19/20 ar Gwener 5 a viz Meurzh) ha leun a bennadoù war ar Genrouedad.
An Devezhioù-se o deus diskouezet en-dro e oar ar Vretoned bezañ unvan pa’z eus kaoz eus kengred. Ur meno diazez evit ur bobl a rank derc’hel mat, p’emañ ar renerien ha an divizourien veur o vagañ hag o reiñ lusk d’an emgarantez ha diskar ar sevenadurioù.

Hep kengred, frankiz ebet !

Plus de 1200 spectateurs, 70 artistes et 70 bénévoles pour les Journées de la solidarité : une réussite collective !

Les Journées de la Solidarité qui se sont déroulées les 5 et 6 mars derniers à Rennes en soutien à Skoazell Vreizh ont permis de réunir un grand nombre de spectateurs venus des 5 départements bretons ou de plus loin pour certains.
L’ensemble du Conseil d’Administration de Skoazell Vreizh tient à remercier toutes les personnes qui ont pris part d’une manière ou d’une autre au bon déroulement de ces soirées. Nous tenons particulièrement à remercier l’ensemble des bénévoles ainsi que les artistes qui ont donné vie à cet événement. Enfin, nous tenons à souligner la présence de nombreux acteurs du mouvement culturel, associatif et politique breton et les remercions vivement de leur marque de confiance.
L’objectif de faire connaître Skoazell Vreizh au plus grand nombre et notamment auprès de la nouvelle génération, génération née après la création de l’association, est atteint.
Une couverture médiatique réussit avec notamment un reportage TV sur France 3 (voir sur le site Internet de France 3 Bretagne, journal du 19/20 du vendredi 5 mars) et de nombreux articles sur la toile.
Ces journées viennent donc rappeler que les bretons savent se rassembler autour d’une valeur essentielle qu’est la solidarité, valeur fondamentale pour un peuple qui se doit de tenir bon dans cette période où individualisme et acculturation sont les maîtres-mot des dirigeants et décideurs.

Sans solidarité, pas de liberté !

Hep kengred, frankiz ebet !

Jerom Bouthier

Président de Skoazell Vreizh

Respont d'ar pennad-mañ

SPIP | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0